HOME PAGE
TATTOO GALLERY
MY VIDEOS
PIERCING
ARTIST
CONTACT
HYGIENE
PRICE
FAQ
NOTICE
ABOUT TATTOO
COMMENTS
FORUM
TOPLIST







ANATOLIA TATTOO & Piercing - Toullgorferezh

Toullgorferezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Lagadenn gant boullig serret dre waskañAn toullgorferezh pe piercing (diwar ar saozneg: body piercing) a zo un doare da ginklañ ar c'horf dre toullañ ar c'hroc'hen a-benn staliañ ennañ bravigoù a bep seurt.

E lec'hioù zo e vez toullet gant an dud o c'horf evit abegoù relijiel met e Kornôg Europa ma'c'h eo deuet da vezañ ar c'hiz abaoe ar bloavezhioù 1990 e vez gwelet aliesoc'h-aliesañ tud a bep seurt toullet o fri, o diskouarn, o abrant hag o zeod, ken paotred ha merc'hed. Graet e vez peurliesañ evit bravaat ar c'horf dreist-holl.

A-gozh eo bet toullet o c'horf gant an dud e meur a vro hag e meur a sevenadur dre ar bed a-bezh, eus Henegipt betek India ma c'heller gwelet alies-tre maouezed toullet o fri.

Gant an Azteked ivez e veze toullet teod an dud en ul lid relijiel hag en Europa e vez toullet divskouarn ar merc'hed hag ivez muioc'h-mui ar baotred a-gozh.

Taolenn [kuzhat]

1 Teknikoù

2 Yac'haat

3 Riskloù

4 Roll toulladurioù boutin

4.1 War an dremm hag er genoù

4.2 Er c'horf

4.3 Toulladur organoù genel ar baotred

4.4 Toulladur organoù genel ar merc'hed

5 Gwelet ivez

6 Liammoù diavaez

[kemmañ] Teknikoù

Meur a deknik ez eus evit toullañ o c'horf, en o zouez implijout ur gontell lemm pe ur skalpel pe c'hoazh un ardivink ispisial, anvet pistolenn a-wechoù, bet ijinet a-ratozh-kaer evit toullañ ar skouarn. Risklus eo implijout seurt ardivinkoù avat evit ober toulloù e lec'hioù all eus ar c'horf, rak diaezet int da naetaat da vat.

Peurliesañ e vez toullet ar c'horf en Europa gant nadozioù toull ha war-lerc'h e vez lakaet ar bravig da dremen dre an toull bet dalc'het digor gant un tamm plastik toull anvet kannula.

[kemmañ] Yac'haat

Hir pe hiroc'h e c'hell bezañ ar prantad a rank ar c'horf evit yac'haat da vat hervez al lec'h bet toullet. Ouzhpenn-se ranker diwall da derc'hel naet-tre atav al lec'h, rak un c'hloazadenn an hini eo e gwirionez.

Toullañ an teod gant un nadoz doullAmzerioù yac'haat:

Flip ar skouarn: 2 viz

Begel: 12 miz

Fronell: 6 miz

Gweuz: 2 viz

Abrant: 2-4 miz

Teod: 3-6 sizhun

Penn-bronn: 10-12 miz

Ur wech pareet da vat e c'hell an den kemmañ ar bravig pe lemel anezhañ evit prantadoù berr mar bez ezhomm.

[kemmañ] Riskloù

Evel n'eus forzh peseurt teknik ma vez torret ar c'hroc'hen e sav riskloù a bep seurt, evel, da skwer, kleñvedoù red. Bremañ avat ec'h eo izel-tre seurt riskloù pa vez toullet ar c'horf gant tud a vicher ha pa diwaller da derc'hel ar c'hloazadenn naet-tre.

Posupl eo ivez e zeufe un allergiezh diwar ar metaloù implijet evit ar bravigoù, dreist-holl an nikel, met bremañ ez eus meur a danvez a c'heller implijout en o lec'h

Ret eo diwall ivez rak skeiñ warne evit mirout eus an traoma hag a c'hell sevel gwall aezet diwarne pa vezont fresk dreist-holl.

[kemmañ] Roll toulladurioù boutin

[kemmañ] War an dremm hag er genoù

Etre an daoulagad

Jod

Skouarn

Abrant

Gweuz

Fri ha fronelloù

Teod

Dindan an teod (frenom an teod)

Staon

[kemmañ] Er c'horf

Kroc'henn ar c'horzailhenn a-raok (piercing madison)

Begel

Penn-bronn

Kilpenn (toulladur war c'horre)

[kemmañ] Toulladur organoù genel ar baotred

A-dreuz ar vezenn (ampallang)

A-dreuz ar vezenn o tremen dre ar san droazh (apadravya)

E kroc'hen ar gousac'h (hafada)

Er veskenn

A-dreuz korf ar c'halc'h

Daou piercing priñs albert stag an eil ouzh egile (beg-hir)

Tro-dro d'ar vezenn (dydoe)

A-dreuz ar frenom

Meur a doulladur lakaet an eil war-lerc'h egile er frenom (skalier)

Etre ar fraezh hag ar gousac'h pe ar gouhin (guiche)

A-dreuz ar frenom hag ivez tre war ar c'halc'h (lorum)

A-dreuz ar san droazh dre un toull er frenom (priñs albert)

E kroc'hen an askorn kaezour

A-dreuz ar gousac'h

[kemmañ] Toulladur organoù genel ar merc'hed

E kroc'hen an askorn kaezour a-is da diweuz ar c'hourzh (kristina)

En ellig

E mezenn an ellig

En diweuz (fourchette)

Don e korf ar ellig (isabella piercing)

E mezenn an ellig + kristina (nefertiti)

Dre un toull er san droazh betek ar gouhin (priñsez albertina)

[kemmañ] Gwelet ivez

Arzoù korf

Tatouadur

[kemmañ] Liammoù diavaez

BodyMod.org - Kumuniezh war-linenn ha skeudennoù

Body Modification E-Zine Lec'hienn dispar ha klok-tre

Rummadoù ar bajenn: Arzoù korf

Wikipedia
Piercing Body - Piercing Beauty - Piercing Nose - Piercing Cheek - Piercing Ear - Piercing Earring - Piercing Eyebrow - Piercing Lip - Piercing Tongue - Piercing Frenilum - Piercing Nipple - Piercing Navel - Piercing Hand - Piercing Surface - Piercing Clitoral - Piercing Clitoris - Piercing Toulgor - Piercing Danks - Piercing Deustch - Piercing French - Piercing Italiano - Piercing 1 - Piercing 2

Home Page  



Bahariye Cad. No:25-B Kat:3 Daire:5 / Kadýkoy / Istanbul / Turkey Tel : 090 216 550 86 65 Gsm : 090 535 233 23 78
E-Mail : info@anatoliatattoo.com
Copyright 2004 - Anatolia Tattoo & Piercing Studio's All Right Reserved.
Designing and Programing Nigrior